Evit gallout tizhout buan ur fakturenn zo anezhi ez eus un arc'hwel silañ. Dindan an ivinell «Ma fakturennoù» e kavot un daolenn ma talv pep linenn evit ur fakturenn. Ar roadennoù kontouriezh pouezusañ a vez diskouezet e bannoù an daolenn.
Meur a zezverk a zo evit silañ. Er vaezienn enankañ «Termen silañ» e c'hallit enankañ forzh peseurt testenn. Gallout a rit klask: niverenn ar fakturenn, anv ar fakturenn, niverenn ar c'hliant, anv ar c'hliant (linenn 1 ha linenn 2), chomlec'h ar c'hliant ha sammad.
Ar sil a vez gweredekaet ent emgefre kerkent ha ma vez enanket un destenn. Roll ar fakturennoù a vez hizivaet diouzh se.

Un doare all da silañ ar fakturennoù eo dre ar vaezienn «Statud». Gallout a rit dibab etre an dibaboù-mañ: an holl, fakturennoù nann-paeet, fakturennoù paeet, termen paeañ tremenet.

Hervez ho tibab e vo diskouezet statud ho fakturennoù. An disoc'h dre ziouer evit ar vaezienn eo «An holl».

M'ho peus dibabet «termen paeañ tremenet», ne vez diskouezet nemet ar fakturennoù a zo digor/nann-paeet c'hoazh ha ma'z eo an deiziad termen a-raok deiziad an deiz.

Un dibab silañ all eo hervez sammad linennoù ar fakturenn gant TGM. Resisaat a reer ar sammad gant TGM hag un arouez keñveriañ, ha roll ar fakturennoù a vez hizivaet diouzh se.

Gallout a rit dibab meur a zezverk silañ war un dro. Evel-se e c'hallfec'h, da skouer, diskouez ar fakturennoù roet d'ur c'hliant resis, a zo digor c'hoazh hag o deus ur sammad gant TGM brasoc'h eget 100 €.
Evit urzhiañ ar fakturennoù, klikit war anv ar bann a glot.
Evezhiadennoù
N'eus evezhiadenn ebet c'hoazh.